Gallia Aquitania

Rannoù Galia (58 kent J.-K.) : Gallia Cisalpina, Belgica, Celtica, Akitania ha Narbonensis
Aquitania en Impalaeriezh roman war-dro 120. Kresket eo Aquitania diwar-goust Celtica

.

Gallia Aquitania, pe Aquitania hepken ("Bro an doureier"), a oa anv latin unan eus peder froviñs an Impalaeriezh roman e Galia. An teir all a oa anvet Gallia Belgica, Gallia Celtica hag ur broviñs vras er gevred a oa roman kent an aloubadeg, rannet etre Gallia Narbonensis ha Gallia Cisalpina.
E mervent Galia edo, bevennet gant Poatev en norzh, ar stêr Garona er reter, ar Pireneoù er su ha Pleg-mor Gwaskogn er c'hornôg. En-dro dezhi, adalek 120, e oa Gallia Lugdunensis ha Gallia Narbonensis, ha Hispania Tarraconensis er c'hreisteiz.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search